E-pad an hañv, evel kustum bageet am eus gant ma breur. Bet omp betek Pontrev ha debriñ a reomp dindañ ar c'hastel Roc'h Jegu.
mehzek e oan ...
Arabat klask ...pemp troad d'ar maout.
Ruz pa guzh, melen pa sav ...sur e vo amzer vrav.
Etre bourd ha fars ...e vez lavaret ar wirionez da galz.
Kamm ki ...pa gar !
Ma errufe bremañ ...e errufe e koulz hag e kentel.
El lec'h ma vez tri ...e vez toull an ti.
E-plas labourat ne rent nemet ...reiñ bronn d'ar pal. ➣ donner le sein à la pelle (faignanter)
Ne vin ket ... gwerzhet e brezhoneg. ➣ je serai pas vendu en Breton (je m'y connais en Breton)
Tamm ha tamm ... e vez graet e vragoù da Yann.
Ne drokfen ket evit teñzorioù ...va bro, va yehz ha va frankiz.
Pa vez kamm ar c'heuneud ...ne vez ket eeun ar glaou.
Te zo sot ha me zo fin ...Te po dour ha me mo gwin.
Malan a reont ...munud o bleud.
Ne chomemp ket da ...gontañ pemp ha pevar.
An douar zo re gozh ...evit ober goap outañ.
Brud fall a ya betek ar mor ...brud vat a chom e toull an nor.
Reiñ a ra boued ...d'ar pesked bep tro.
Kae da dreiñ ...bili war an aod.
E lec'h m'emañ ar mor ...emañ ar pesked.
Warc'hoaz a lavar bemdez - Hep dour buhez ebet - Warc'hoaz a lavar ivez - Hep tan goulou ebet.
Ar choaz a zo dezomp - da belec'h ez eomp - Eus da galon e teuomp.
Evel a greun diwanet - a vez dastumet - Hag an ed a vez hadet - a vo eostet.
Dindan meur a evezh - betek an termen - Ha gant kalz a levenez.
C'hoant am bez da glevet - C'hoant am bez da garet - Douar - Douar.
Gant ma vefes lidet - Gant ma vefes doujet - Douar - Douar - Gant al loargan.
Adkavout ar c'hredennoù - 'Kreiz ar mamennoù - Adskoulmañ al liammoù - Gant an elfennoù.
E lec'h ar gerioù-mañ - "Emgann ha brezel" - Ar pezh a droc'h hon eskell.
Bevet an natur divent - evel an dremmwel - Bevet son al laboused - 'avel er wezenn.
A c'hwezh eo ennomp - emañ an trec'h - Te eo hor mamm - hag hor merc'h.
Te zo pinvidigezh - Te zo hon holl furnez.
Douar - Douar - Bervek eo da gened - Bervek eo da spered - Douar - Douar.
Gant al loar dindan evezh - o skediñ an tevennoù.
Kan ar mein hag al lann - O frealziñ va c'halon.
N'eus ket amzer mui da goll - Nag amzer da glemm - Poent eo mont war-raok a-stroll - Gant hor blanedenn.
E-barzh ar bed a-bezh- Evel ul logan - A cheñch da vat an diougan.
C'hoant hor bez da glevet - C'hoant hor bez da garet - Douar - Douar.
Gant ma vefes lidet - Gant ma vefes doujet - Douar - Douar, gant al loar.
Dindan an evezh - evezh ar stered.
Dindan an evezh - evezh ar stered.
Dindan an evezh - evezh ar stered.
Dindan an evezh - evezh ar stered.
Greun diwanet➣ grain germé
Kredenn (ar c'hredennoù)➣ croyance (s)
Mammenn(où)➣ source, origine
Skoulmañ (adskoulmañ)➣ nouer (renouer)
Elfenn(où)➣ élément(s) [naturel]
Doujañ➣ respecter
Askell(où) pl.eskell➣ aile(s)
Divent➣ démesuré, immense
An trec'h➣ la victoire
Bervek➣ exalté
Skediñ➣ luire, briller
Tevenn(où)➣ dune, falaise (s)
Frealziñ➣ consoler, réconforter
A-stroll➣ groupé, en groupe
A-bezh (ar bed a-bezh)➣ entier(èment) le monde entier
Loargann➣ pleine lune
Evezh➣ attention (l')
Evel lugan➣ comme un slogan
Da vat➣ pour de bon
Diougan➣ prophétie, promesse
a : Soñj 'teus deus Tudual Jebrig ?
b : Tudual Jebrig... 'M eus ket 'vat... Ha koulskoude...
a : Unan hag a oa 'ba'r skol-veur ganimp, blev rodellet dezhañ.
b : Tudual Jebrig... Se zo un anv 'm eus klevet c'hoazh...
a : Un tarin a baotr deus Bro-Dreger hag a oa 'studial ar ragistor...
b : Ya, ya, soñj 'm eus bremañ, ha c'hoazh 'noa ur gamaradez a veze
graet skañvbenn deuzouti, unan na rae ke' me' koll he faperioù.
a : Ya, hennezh 'ni eo. Pedet on bet da zont d'o eured ar miz a zeu.
a : Soñj ec'h eus eus Tudual Jebrig ?
b : Tudual Jebrig... Ne'm eus ket 'vat... Ha koulskoude...
a : Unan hag a oa er skol-veur ganimp, blev rodellet dezhañ.
b : Tudual Jebrig... Se zo un anv am eus klevet c'hoazh...
a : Un tarin a baotr eus Bro-Dreger hag a oa o studial ar ragistor...
b : Ya, ya, soñj am eus bremañ, ha c'hoazh en doa ur gamaradez a veze
graet skañvbenn anezhi, unan na rae nemet koll he faperioù.
a : Ya, hennezh an hini eo. Pedet on bet da zont d'o eured ar miz a zeu.
a➣ particule relative "que, qui"
Bragoù (brageier)➣ pantalon(s)
Roched° (où)➣ chemise(s)
Gouelañ➣ pleurer
Karet➣ aimer
Setu aze➣ voilà
Maen (mein)➣ pierre (s)
Sirius➣ sérieux
Skol-veur° (ioù-meur)➣ université (s)
Rodellet➣ bouclé
Un tarin a baotr➣ un molosse, costaud
Bro-Dreger➣ le Pays de Tréguier
Studial➣ étudier
Ragistor➣ préhistoire
Kamaradez° (ed)➣ amie (s)
Skañvbenn➣ tête en l'air
Paperioù➣ papiers
Pediñ➣ inviter